en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dinaskañ, pladenn nevez ar strollad Eben

Dinaskañ, pladenn nevez ar strollad Eben

Disadorn da noz en deus graet berzh Fest-noz Son de pais aozet gant ar gevredigezh Cercle en Brocéliande. E-korf tri bloaz eo deuet da vezañ brudet mat an darvoud-mañ er vro bourb. Daou c’hant hanter kant a dud zo deuet, ha degadoù a dud o deus ranket mont kuit peogwir e oa leun chouk ar sal. Ampouailh, Lutig Plantec hag Eben a oa programmet hag o deus graet berzh. Gant ar strollad Eben e oa bet kinniget kanaouennoù e eil bladenn, Dinaskañ, zo bet embannet gant Arfolk e miz Even. Ur bladenn leun ar varzhoniezh gant kanaouennoù bet skrivet gant Marine Lavigne ha Sterenn Le Guillou … Selaouomp Marine Lavigne diouzhtu.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio